Mar’mousse – Kav, tavarn & preti · 22190 Plerin, Breizh

Kav e Sant-Brieg

Tud entanet hag arbennik war ar bieroù artizanel eo skipailh ar Mar’mousse – Kav, Bar & Resto, eno ur c’hav gant produioù artizanel breizhat hepken.

Lec’hiet war Porzh al Lege Sant-Brieg e Plerin, kavout a reer peadra en hor c’hav da bourveziñ ho festoù, ho teizioù-ha-bloaz, ho eured, pe ho profoù embregerezh !

Kavout a rafoc’h un dibab ledan a vieroù, met ivez gwin, gwin houblet (Wine Hop), gwin gant kannap (Brume), wiski, rom, vodka, sistr, absint, likor, gin, hag evajoù kreñv-all… fardet holl e Breizh gant artizaned.

Bieroù artizanel Breizh

Ne vo ket start deoc’h kavout ur bier a blijo deoc’h e-touez ar 500 bier disheñvel a ginniger, pe e vefec’h sod gant ar bier, zitologour, bierour, pe ul lonker daonet.

Pep-hini a gavo e lod, eus ar bieroù melen d’ar bieroù teñval, en o zouez bieroù houblet, bieroù gwenn, bieroù trenk, gant holen, taouarc’het, skañv, kreñv, barrikennet, gant frouezh, dous, pikant, hep gluten… ha zoken ur bier du diennek dre-wask !

Perak produioù deus Breizh hepken ?

Labourat a reomp gant produerien ar vro hepken, evit digreskiñ hon efedoù war an endro ha souten an armerzh lec’hel.

https://marmousse.bzh/fr/acheter-de-la-biere-bretonne

Chouchenn vrezhonek

Deuit da zizoleiñ hor choucgennoù disheñvel, eus ar re dousañ d’ar re sec’hañ, koshaet e barrikennoù pe get — plijout a raint deoc’h !

Sistr Breizh

Meur a sistr eus ar vro a ginnigomp deoc’h : Sistr Dous, Sistr Sec’h, Sistr Rom pe Sistr Frouezh ha Legumaj !

Hon evajoù kreñv eus Breizh war Porzh al Lege e Sant-Brieg / Plerin

Wiski Breizh

Marc’hadourien evajoù ar Mar’mousse o deus dibabet evidoc’h un ugent wiski breizhat bennak, pep hini gant e zoare.

Wiskioù taouarc’het, met ivez wiskioù gwinizh-du pe koshaet e barrikennoù — be zo evit pep hini, zoken ar re a blij dezho blaz ar mor !

Jin Breizh

Gallout a rit dizoleiñ un dek jin breizhat bennak en hor c’hav, eus ar re sec’hañ betek ar re gant bezin, en o zouez jinoù gant louzaouennoù pe frouezh — a-walc’h evit tevel ar c’hoantoù diskiantañ zoken !

Vodka Breizh

N’eus ket ezhomm da c’houzañv ar yenijen evit tommañ gant vodka mat, boutin pe gant geot bison.

Absint Breizh

Ya, absint hon eus ivez, ha nann, n’eo ket difennet, ha nann, ne laka ket ac’hanoc’h da vezañ folloc’h eget gant n’eus forzh peseurt alkol all. Evañ anezhañ gant muzul, evel an holl draoù mat zo d’ober.

Gwelloc’h eo evañ an absint gant ur banne dour fresk war ul loaiad sukr evit priziañ mat barregezh louzaouer e broduer.

Likor Breizh

Liesseurted hor likor a c’hellfe lakaat an dizoloerien da vezañ souezhet, ha pep hini a gavo ul likor bennak a blijo dezhañ. Eus al Limoncello betek ar Bent Skornadus, en o zouez kraoñ-vez, per, likor keltiek, likor wiski, ha zoken likor kanab, eo pep hini e lod.

Ha ma blij an evajoù kreñv evel ar Baileys deoc’h, deuit da zizoleiñ ar Kremmig !

Eliksir Breizh

Eus ar Chartreuse goañvek betek an Elixir tost deus blazoù Amerika Latin, hep ankouaat Bitter, 44, pe Vespetro, ez eus blazioù a bep-seurt evit pep hini. Ha ma ne blij netra deoc’h e rtiimp un -kreñv agave glas mogedet kuzhet en ur c’horn bennak !

Evaj aniz produet e Breizh

Ya, siwazh da gêr Masilia, produiñ a reomp hon evajoù blaz aniz hon-unan.

Bier strilhet Breizh

Ya, be zo anezhañ, ha nann, n’eo ket wiski ; bleuniekoc’h eo, tostoc’h deus blazoù glas !

Ur strilhadenn c’hreun hon eus da ginnig deoc’h ivez, gant un tamm sitroñs evel ur punch.

Gwin Breizh

Oh ma Doue, kredet o deus en ober !

Ya, ha n’eo ket un dra nevez, Berligou a oa gwin duged Breizh er XVvet kantved zoken.

Eus gouennadoù klasel Gwiniegoù Naoned evel ar Muskadig betek ar gouennadoù ankounac’haet ha zoken ar gwinoù houblet pe gant kanab (CBD).

Digarezit ac’hanomp puristed, amañ vez kavet traoù dianavezet ha divoas !

Rom Breizh

Rom Breizh ? Dibosupl, un anv a orin gwarezet eo !

Gwarezet eo e gwirionez, met amañ e vez mesket, koshaet e barikennet, graet romoù aozet, ha meskajoù koktel gant rom zoken.

Eus ar gwinizh-douar betek karamel Breiz, hag eus ar mango betek an ananaz, ar romoù aozet a blij d’an holl !

Evajoù dialkol Breizh

Sodaoù, chugoù, probiotikoù, ha zoken bier ha sistr hep alkool — ma glaskit dibaboù hep alkool, deuet oc’h el lec’h mat !

Kavout a rafoc’h ivez kombucha, jengibr goellet, chugoù ha chugoù-pikant, mate yen, te yen, gwinizh-du yen, kafe yen, sodaoù yac’h pe lod heñvel ouzh ar merkoù brasañ, douroù pik-pik artizanel, ha sirosoù an Druiz !

Re yen eo ? Arabat bezañ nec’het ! Kemer ur chokolad tomm, un te, ul louzaouenn pe ur c’hafe en davarn pe war an derasenn gant ur palenn a vo kavet en ti !

Plijout a ra deomp ober Latte Macchiato lipous, deoc’h da c’hoût !