Feurmiñ ur sacherezh bier

Deuit e darempred ganeomp evit ho tarvoudoù prevez, micherel pe kevredigezhel.

Peadra a zo gant ar Mar’mousse – Kav & Bar evit respont d’ho ezhommoù a fed bier pe sistr dre-wask.

Darvoudoù bras pe bihan, galloud a rit bremañ servij bier produet tro-dro deoc’h !
Pellgomzit ganeomp er 02 96 42 41 94 pe deuit d’omp gwelet war-eeun (mont di).

Feurmiñ da bep keñver

  • Deiz-ha-bloaz, interamant paotr yaouank, interamant plac’h yaouank, eured…
  • Toennañ an ti, kouskva, nozvezh studierien, nozvezh dibenn koulzad, emgav sport…
  • Darvoud embregerezh : digoradur, reiñ lañs d’ur produ, saloñs micherel, banne kimiadiñ…
  • Festival, fest-deiz, fest-noz, gouel, foer, kermes, pred klub, pred kevredigezh…

Sacherezioù ha fustadoù

  • Sacherezioù disheñvel
  • Fustadoù 10L, 20L pe 30L
  • Fustadoù bier lec’hel, artizanel, hag eus Breizh

Nebell…

  • Emañ ar Mar’mousse – Kav & Bar o chom e 25 straed Adolphe Le Bail, 22190 Plerin (plan d’accès), war vord al Lege, war dres an hent-departamant D24 hag ouzh traoñ an hent-tizh N12.
  • E-kichen Sant-Brieg, Cesson
  • Da 10 mn eus Langueux, Trégueux, Ploufragan, Pordic, Yffiniac, Trémuson
  • Da 30 mn pe nebeutoc’h eus Gwengamp, Lamballe, Binic, Saint-Quay-Portrieux, Étables-sur-Mer, Chatelaudren, Plaintel, Saint-Brandan, Quintin, Quessoy, Plédran, Saint-Alban, Coêtmieux, Moncontour, Jugon-les-Lacs, Plestan, La Méaugon, Plouvara, Lanrodec, Saint-Agathon, Pabu, Ploumagoar, Grâces, Plouisy, Boquého, Saint-Julien, Saint-Donant, Plaine-Haute, Hénon…